(Le Morte d'Arthur, 1470) Penaos e voe degemeret ar roue Arzhur gant e c'hoar Morgan le Fay, a ziskouezas dezhañ ar gambr ma oa bet livet gant Lancelot penn-kentañ e zarempredoù gant ar rouanez Guinevere.

Morgana[1],[2] (Morgan le Fay e saozneg[3],[4],[5], Morgane e galleg) ; Morgan e brezhoneg [1],[6] hag e saozneg[3], Morgain[4], pe Morgue[5], zo un hudourez e mojennoù ar roue Arzhur.

Hanterc'hoar, pe c'hoar, eo da Arzhur, ha hudourez eo. Enebourez eo d'ar roue, d'e bried Gwenivar, ha da varc'heien an Daol Grenn.

Morgan a ro an Kaledvoulc'h faos da Arthur . Ur skeudenn eus eiladenn al levraoueg saoz eus Suite de Merlin, anvet ivez suite Post-Vulgate, hag a zo mammenn ul lodenn eus Le Morte d'Arthur

Kentañ meneget anezhi a zo gant Jafrez Menoe en XIIvet kantved.

Lennegezh Kembre

Kentañ meneg anezhi zo e Vita Merlini, ur varzhoneg latin gant Jafrez Menoe e 1150. Un hudourez desket eo en Avalon ma tegemer Arzhur, gloazet fall.

Mont a ra Jean Markale da glask an orin anezhi en un doueez Morrigan, hañval ouzh an doueez-vamm ar C'halianed[7]. Met fae a vez graet war brizhtezennoù Markale gant ar geltiegourien peurvuiañ.

Merc'h eo da Avallach, pe da roue Avallach (Avalon ?), en Trioedd Ynys Prydein, darempred he deus gant ar roue Urien, ha genel a ra e zaou vab, Owain ha Morvydd[8].

Skridoù all

Gwelet ivez

Notennoù ha daveennoù

  1. 1,0 ha 1,1 Langleiz Romant an Daol Grenn: Marzhin, Al Liamm, 1975
  2. Ar Roue Arzhur & Marc'heion an Daol-Grenn, An Here, 1998, troidigezh.
  3. 3,0 ha 3,1 Morgan le Fay, e-barzh Le Morte d'Arthur, gant Thomas Malory.
  4. 4,0 ha 4,1 E-barzh Erec et Enide, gant Chrétien de Troyes.
  5. 5,0 ha 5,1 E-barzh skrid Yvain ou le Chevalier au lion, gant Chrétien de Troyes.
  6. Ar Roue Arzhur & Marc'heion an Daol-Grenn, An Here, 1998, troidigezh.
  7. Jean Markale, Le Roi Arthur et la société celtique
  8. Bromwich, Trioedd Ynys Prydein , p. 195. pp. 449–451.

Liammoù

  • [[1] Joseph Loth, Contributions à l'étude des romans de la Table ronde avec une carte. Paris, Champion, 1912. ]