Gwernenez pe Gwernze[1] zo un enez e Mor Breizh. An eil enez vrasañ en Inizi Angl-ha-Normand eo.

Bailliage dé Guernési e gwernenezeg, Bailiwick of Guernsey e saozneg, Baillage de Guernesey e galleg, gant enez Gwernenez, Aldernez ha Sark, pep a barlamant ganto (an daeloù-se a vez graet Ar Stadoù anezho) hag enezigoù (Herm, Jétho ha Lihou), e dalc'h Kurunenn Breizh-Veur hep bezañ lod er Rouantelezh-Unanet, ha n'emañ ket en Unaniezh Europa kennebeut.

Yezh

An normaneg eo ar yezh anevezet adalek ar Grennamzer, daoust ma'z eo distag an enezeg diouzh Dugelezh Normandi abaoe ar bloaz 1204. "Gwernenezeg" (Guernesiais) a vez graet eus ar stumm lec'hel. Nebeut a dud a c'hell komz anezhi hiziv. Ar saozneg eo ar yezh ofisiel hag an hini anavezetañ.

Istor

Evel Jerzenez e oa lod eus Rouantelezh Breizh en IXvet kantved, ha preizhet e voe gant ar Vikinged ivez.

Eil Brezel-bed
Goude ar brezel

Goude distruj he chaoser bras ha pa ne voe ket beliezh Aldernez gouest kavout arc'hant evit e adober e tivizas pennoù-bras an iliz goulenn ma voe staget ouzh beliezh Gwernenez, betek ma vefe posubl mont da vezañ emren en-dro.

Bremañ
  • Nav ezel ha hanter-kant (59) zo e Stadoù Gwernenez.
  • Da 67 334 a dud e save ar boblañs e 2016.

Melestradurezh

  • ██ Burhou
  • ██ Alderney
  • ██ 1. Lé Casté
  • ██ 2. La Fouarêt
  • ██ 3. Saint Andri
  • ██ 4. Saint Martin
  • ██ 5. Saint Pierre (kêr-benn)
  • ██ 6. Saint Pierre Port
  • ██ 7. Saint Samsaon
  • ██ 8. Saint Sauveux
  • ██ 9. Tortévas
  • ██ 10 Lé Vale
  • ██ Jethou
  • ██ Herm
  • ██ Brechou
  • ██ Sark
  • Liammoù diavaez


    Commons
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.

    Dave ha notennoù

    1. Gwernenez hervez geriadur Favereau, Gwernenez e "Bro-Normandi : ur yezh dezhi ivez ?" gant Jorj Abherve-Gwegen e Al Liamm nv195 p.283., Gwernze gant Ivetig an Dred-Kervella e "Un droiad e Jerze", Al Liamm nv 144 p.11.
    2. The Evening Post, Saint Hélyi, 29 a viz Even 1940