Nemesio Rubén "El Mencho" Oseguera Cervantes, ganet d'ar 17 a viz Gouhere 1966 hag aet da Anaon d'an 22 a viz C'hwevrer 2026, a oa un Aotrou an dramm mec'hikan ha penn ar Cártel de Jalisco Nueva Generación (CJNG), un aozadur torfederezh diazezet e Jalisco. Bez e oa an den klasket ar muiañ warnañ e Mec'hiko, hag unan eus ar re klasket ar muiañ warnañ gant Stadoù-Unanet Amerika pa oa marvet. Kement ar gouarnamant stadunanat evit hini Mec'hiko a oa bet oc'h embann sammadoù arc'hant da c'hounez 15 milion a zollarioù stadunanat ha 300 milion Peso mec'hikan,[1], en eskemm da ditouroù a sikourfe da herzel anezhañ.[2]
Oseguera Cervantes a oa klasket warnañ evit trafikerezh drammoù, torfedoù kenaozet, ha perc'hennañ armoù diaotre. El Mencho a oa penn bras oberiadurioù an trafikerzh drammoù. Dindan e ren, ar CJNG a oa deuet da vezañ unan eus an aozadurioù torfederezh kreñvañ eus Mec'hiko.
Ganet en dienez e Stad Michoacán, El Mencho a oa ur plantour alvokad ha paouezet gantañ ar skol kentañ derezh a-raok divroañ maez lezenn er Stadoù-Unanet er bloavezhioù 1980. Goude bezañ bet harzet meur a-wech, e voe adkaset da Vec'hiko e penn kentañ ar bloavezhioù 1990 ha kroget e oa da labourat evit ar Milenio Cartel.[3] Goustadik e oa pignet en aozadur torfederezh ha krouet gantañ ar CJNG goude ma vije bet harzet pe lazhet meur a penn torfedour a-us dezhañ.
Brudet e oa deuet da vezañ dre ma oa un Aotrou an drammoù reut hag a implije doareoù feuls abadenn kement a-enep da c'harteloù all met ivez a-enep nerzhioù surentez ar vro. Dre an tagadennoù-se e oa deuet da vezañ ur pal evit ar gouarnamant ha kroget e oa ar c'hlask warnañ. An nerzhioù surentez mec'hikan a soñje dezho e oa eñ kuzhet e maezioù Jalisco, Michoacán, Nayarit, ha/pe Colima, hag e oa dindan gward goprsoudarded dezho ur stummadur milourel.
D'an 22 a viz C'hwevrer 2026, Oseguera a oa bet gloazet don e-kerzh un oberiadur milourel mec'hikan e Tapalpa, e Jalisco, ha marvet e oa eus ar gloazadennoù armoù-tan pa oa dezouget da Kêr-Vec'hiko.[4][5][6] An oberiadur, harpet gant an titouriñ stadunanat, a oa bet mammenn d'ur feulster digoll ha diroll gant izili ar CJNG, gant stoufoù savet gant kirri devet, karbedoù plantet tan eno, ha fuzuilhadennoù lec'h ma oa bet lazhet 25 warded broadel mec'hikan da nebeutañ.[7][8] [9]
Notennoù ha daveennoù
- ↑ "Mexico's Defense Ministry confirms it collaborated with US in operation against El Mencho", El País (English).
- ↑ Nemesio Rubén Oseguera Cervantes, "El Mencho" (en).
- ↑ "The Brutal Rise of el Mencho". Rolling Stone. 11 July 2017. Archived from the original on 31 July 2018. Retrieved 31 December 2020.
- ↑ "Mexican army kills leader of Jalisco New Generation Cartel, official says", The Washington Post.
- ↑ "Mexican Forces Kill 'El Mencho,' Nation's Most-Wanted Cartel Boss", The New York Times.
- ↑ "Mexican military kills cartel boss 'El Mencho' in US-backed raid", Reuters.
- ↑ "Powerful cartel unleashes wave of violence across Mexico after its leader's killing", NBC News.
- ↑ "Mexico's most wanted drug lord 'El Mencho' killed in military operation", BBC News.
- ↑ "Mexican army kills leader of Jalisco New Generation Cartel, official says" (in en-US), The Washington Post (22 February 2026).