Un Aotrou an dramm pe roue an dramm a vez graet eus un doare penn torfederezh e karg eus rouedadoù, aozadurioù pe embregerezhioù trafikerezh drammoù.[1] Pa vez kaoz eus ur strollad aotrouien an dramm dizalc'h o kenlabourat, evit brasaat o gounidoù pe evit bezañ mistri war an trafikerezh drammoù, e komzer eus ur c'hartell drammoù[2].
Roll e bed an torfederezh
Abaoe 1967, ar studiadennoù war pennoù an torfederezh aozet (ha, dre astenn-ster, aotrouien an dramm) zo bet cheñchet. A-raok e veze pouezet kalz war perzhioù denel ar pennoù torfederezh (perzhioù hiniennel: kalonegezh, helavarded...), met bremañ e pouezer muioc'h war perzhioù sokial ar pennoù torfederezh (da skouer: statud sokial, dastum titouroù, merañ an danvezioù ha tud)[3].
Notennoù ha daveennoù
- ↑ McCoy, Alfred W. "Lord of drug lords: One life as lesson for US drug policy." Crime L. & Soc. Change 30 (1998): 301.
- ↑ Sullivan, J. P., & Bunker, R. J. (2002). Drug cartels, street gangs, and warlords. Small Wars and Insurgencies, 13(2), 40-53.
- ↑ Calderoni, Francesco (31 March 2020). "The nature of organised crime leadership: criminal leaders in meeting and wiretap networks". Crime, Law and Social Change 72 (4): 419–444. DOI:10.1007/s10611-019-09829-6