Wikipedia
an holloueziadur digor ha frank, savet gant an holl.
Pennad ar miz

Korf-bras gant Wolfgang Eckert
Walhalla, 2003
Sophie Scholl (ganet d'an 9 Mae 1921 e Forchtenberg ha marvet d'an 22 C'hwevrer 1943 e München) a oa ur stourmerez politikel alaman e-pad an Eil Brezel Bed, hag unan eus pennoù ar Rozenn Wenn (Die Weiße Rose).
Evel an holl re yaouank e voe ret dezhi kemer perzh e kevredigezhioù yaouankiz nazi. Gouzañv a rae dre ma veze krennet war ar frankiz, da soñjal ha da gaout ur relijion. War-lerc'h he bachelouriezh e 1940 ez eas da ziwallerez bugale. Goude-se e stagas gant studioù bevoniezh ha prederouriezh e miz Mae 1942 e München.
Abalamour d'he deskadurezh katolik, d'an enebiezh krenn embannet gant he zad ouzh an naziouriezh, da skiant-prenañ he breur, soudard ha studier war ar vezegiezh, ha goude klañvgarrour en ospitalioù talbenn ar Reter, e tigoras he daoulagad war stad Alamagn.
Adalek miz Mezheven 1942 en em vode gant he breur Hans ha Carl Muth hag o sikour a reas da embann ha da skignañ traktoù a-enep ar renad nazi hag ar brezel. Teurel traktoù a reas e porzh diabarzh skol-veur München ha diskuliet e voe d'ar Gestapo gant porzhier ar skol-veur. Harzet e voe Sophie hag he breur d'an 18 a viz C'hwevrer 1943 ha kaset dirak ar Lezvarn ar Bobl. Kondaonet e voe d'ar marv goude ur vreutadeg teir eurvezh hepken.
Dibennet e voe d'an 22 a viz C'hwevrer 1943 e München. Kalonek e tiskouezas bezañ en deiz-se hervez testeni gwarded an toull-bac'h.
En Alamagn ez eus bet lakaet un toullad mat a skolioù en anv Sophie ha Hans Scholl.
Keleier

- 22 a viz Meurzh : marvet eo Lionel Jospin, bet Kentañ Ministr Bro-C'hall etre 1997 ha 2002.
- 16 a viz Meurzh : kantadoù a dud zo lazhet e Kaboul gant bombezadegoù aerlu Pakistan.
- 15 a viz Meurzh : kentañ tro dilennadeg ar c'huzulioù-kêr e Bro-C'hall.
- 12 a viz Meurzh : Bodadenn Vroadel ar Bobl e Sina a zegemer ul lezenn "evit unvaniñ ar vroad" hag a laka ar mandarineg da vezañ ar yezh kelenn er stad a-bezh diwar-goust yezhoù ar minorelezhioù broadel evel an tibeteg, ar mongoleg pe an ouigoureg.
- 8 a viz Meurzh : Mojtaba C'hamenei (skeudenn) zo dilennet da benn uhelañ Iran goude lazhadenn e dad, Ali C'hamenei.
- 28 a viz C'hwevrer : bombezet eo Iran gant Israel hag an SUA, lazhet eo Ali C'hamenei ha degadoù a dud nann-soudard.
- 27 a viz C'hwevrer : bombezet eo Kaboul ha Kandahar gant aerlu Pakistan ha disklêriet eo ar brezel etre Pakistan hag Afghanistan.
- 23 a viz C'hwevrer : Rob Jetten a zeu da vezañ Kentañ Ministr an Izelvroioù.
- 22 a viz C'hwevrer : Nemesio Oseguera Cervantes, penn ar Cártel de Jalisco Nueva Generación, zo lazhet gant an arme vec'hikan. Emsavioù feuls a zo en ugent stad eus Mec'hiko.
- 17 a viz C'hwevrer : ur fallaenn war an Heol zo en ul lodenn eus Antarktika, Meurvor ar Su, Afrika ar Su ha mervent Meurvor Indez.
A-zivout ar Wiki
- Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.
- Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez-voulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat. Gallout a ra neb a gar degas kemmoù d’ar pennadoù. Sellit ouzh penaos kemmañ ur bajenn, pe c’hoazh ouzh roll ar fazioù stankañ.
- Porched ar gumuniezh: amañ e kavo ar re nevez ar pep retañ da c'houzout
- Roll ar porchedoù: eno e vo kavet pennadoù a bep seurt
Ha gouzout a raec’h ?

- E miz Kerzu 2025, hollad an arc'hant rastellet dre arc'hantaouiñ a-stroll ha dre ar stumm early access eus ar c'hoari video Star Citizen en deus tizhet tost da 1 miliard a zollarioù stadunanat.
- Gourhael ha Sant-Martin-war-ar-Maez eo an div gumun nemeto e Breizh hep iliz ebet.
- Anna Breizh zo bet rouanez Bro-C’hall div wech.
- Alexis Le Villain eo a ijinas ar paled, Traou Mad e Pont-Aven e 1920.
- Edward Woodville, Lord Scales lesanvet "ar marc'heg kantreer diwezhañ" a zo marvet e-kerzh Emgann Sant-Albin-An-Hiliber e 1488.
- An ostilh koshañ d'ober tan, un tamm maen houarnek bet skoet gant kailhastr 400 000 bloaz 'zo, zo bet kavet e Menez-Dregan, e Breizh.
- Hasegawa Machiko (skeudenn) (1920-1992) a oa un dreserez bannoù-treset japanat, ar c'hentañ maouez o vezañ bet mangaka a vicher.